Piramidenn (Egipt)

Ur gwel eus piramidennoù Gizeh diouzh ar bladenn er su d'ar savadurioù. A gleiz da zehou emañ Piramidenn vras C'houfou, Piramidenn Kafre ha Piramidenn Menkaoura. Liammet e oa an teir firamidenn vihan en diaraog ouzh Piramidenn Menkaoura.
Piramidenn
e hieroglifoù
U23G17
r
O24

Emañ piramidennoù Henegipt e-mesk ar brasañ savadurioù a voe savet biskoazh gant an dud[1] hag ez eont d'ober unan eus an arouezioù kreñvañ ha padusañ eus sevenadurezh Henegipt. Savet e oa ar pep brasañ anezhe e-doug an Henimpalaeriezh hag ar grennimpalaeriezh[2]. Anvet int krugelloù-maen er Sketla Segobrani.

  1. The Great Pyramid of Khufu. dastumet e miz Ebrel, 2005. "The Great Pyramid of Khufu is the largest pyramid in Egypt and was the tallest man-made structure in the world until 1888."
  2. Michael Ritter (2003) "Dating the Pyramids". dastumet e miz Ebrel 2005

Developed by StudentB